
|
Kentelioù
esperanteg
war pajenn al liammoù e kavoc'h roll ar skolioù
lec'h, ma vez kelennet esperanteg, adalek live an deraouidi betek
hini ar re varrek |

|
Kejadeg etrebroadel Ploueg-ar-Mor
un doare all da zeskiñ
esperanteg : bep hañv e vez aozet ur staj-hañv
gant hor c'hengevredad e Ploueg-ar-Mor, tost da 200 den ennañ ;
war ar roll-labour : kentelioù evit an holl
liveoù, touristerezh, c'hoariva, kan, yoga (evit
gouzout hiroc'h, kit e darempred gant pluezek@gmail.com |

|
Gweladennerien eus ar bed
a-bezh
da geñver o zroiad e Frañs,
hag e Breizh, e tegouezh e teufe esperantegerien estren
d'ober prezegennoù diwar-benn o bro (evit gouzout
hiroc'h, kit e darempred gant Josette Ducloyer) |

|
Implijad-yaouank Espéranto
22 (vacant)
ur buhezour (hag a zo e vurev er CDDP) a vez implijet leun-amzer gant
ar gevredigezh departamant Esperanteg 22 evit kemer perzh e meur a zegouezh en departamant : kentelioù
ha diskouezadegoù, er skolioù, prezegennoù, abadennoù skingomz war radioioù
lec'h...(evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant Sébastien Erhard) |

|
Ar roll-skignañ « bretonio
»
ur roll-skignañ divyezhek (esperanteg-galleg)
a zo gant hor c'hengevredad. Evit an holl esperantegerien
eo bet savet, hag evit an holl Vretoned a zo tomm d'an
esperanteg. War ar roll-se e vez eskemmet (échange) nevezentioù diwar-benn
hon obererezhioù er c'horn-bro pe er rannvro.
Evit emezelañ (pe koumanatiñ) , kasit
ur gemenadenn werc'h da bretonio-subscribe@yahoogroups.com |

|
Kannadig
« Verda Triskelo »
ar c'hannadig trimiziek-mañ
a zo e bal liammañ holl izili ar c'hengevredad
Esperanteg-Breizh (Espéranto-Bretagne) en ur
gelaouiñ an dud diwar-benn an esperanteg e Breizh
(evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant
Jannick Huet) |

|
Al laz-kanañ
Breizh « Meven »
tamm-ha-tamm ez eus bet savet
ul laz-kanañ breizhek hag a gan en esperanteg :
warlene eo bet embannet e CD kentañ, « Meven »
e anv, ha warnañ kanaouennoù
breizhek troet en esperanteg. Hag er mare-mañ
emañ al laz-kanañ o kas da benn ur bladenn
gant « kanaouennoù a vor eus ar bed
a-bezh » (evit gouzout hiroc'h, kit e darempred
gant Maja 02.96.45.30.60). Le chef de choeur est Maja (Françoise Cornuéjols);
elle se réunit 3 fins de semaine par an en groupe, et régulièrement en local.
|

|
Sevel hag embann en un doare reoliek
e-touesk ar strolladoù
lec'h e c'haller kavout stalioù treiñ hag a labour war oberennoù skrivagnerien eus
ar vro ; hag a-wezhioù e embannont o zroidigezhioù, evel hini oberenn
Louis Guilloux « La Domo de la Popolo »,
Emile Masson « La Rubekolo> »
|