
|
 
|
Petro
eo an esperanteg ?
Ur yezh ijinet eo an esperanteg, kinniget eo bet gant ur medisin polonat
e 1887 evit aesaat an darempredoù etre ar re n’o deus
ket ar memes yezh-vamm. Sinet en doa e raktres gant an anv « Doktoro
Esperanto » ha chomet eo an anv. Abaoe amzer tour
Babel ez eus bet klasket sevel kant ha kant yezh, met an Esperanteg
hepken a zo deut a –benn da vout komzet gant milionadoù
a dud dre ar bed, evit beajiñ, kendaremprediñ,
dizoloiñ sevenadurioù all, kaout mignoned…
An esperanteg eo an hini aesañ
eus ar yezhoù bev : desket e vez-hi e-giz ne vern peseurt
yezh vev all. He frammadur reizh a c’hell reiñ tro deoc’h,
e berr amzer a-walc’h, da implijout anezhi
en ur ober 3 pe 6
miz, marteze ! Ha neuze bec’h d’ar beajoù,baleadennoù,
lennadennoù, darempredoù, lizheroù, eskemmoù
gant ar bed a-bezh. Gant hevelep kementad a labour e vefe ret
deoc’h kaout 5 pe 10 gwech muioc’h a amzer evit deskiñ
ne vern peseurt yezh all.
An esperanteg eo ar yezh nemeti, a
dra sur, komzet hiziv-an-deiz war ar 5 kevandir ha gant ouzhpenn
100 bro, ha moarvat etre 3 ha 10 million a dud.
Diaes jediñ an niver resis anezho, lavaret e vez 15 million
gant lod, ha 6 million gant levr Guiness des Records. Tri embannadur
eus an Unesco ( 1954,1985 ha 1995) a ziskleir perzhioù mat an esperanteg
hag a ali e implij.
Penaos
deskiñ esperanteg ?
- an doare gwellañ da zeskiñ
an esperanteg zo mont d’ur gentel a-stroll (gant ur c’helenner) en ur vont araok e darempred gant an
hini a zo e-karg eus an esperanteg er c’horn-bro (gwelout ar gartenn)
- moaien 'zo da deskiñ
esperanteg war ar genrouedad a zrugarez da Skol digoust Esperanteg e 10 kentel ; pe c’hoazh gant ar c’hentelioù
live 2 Gerda Malaperis (evit ar re a oar un tammig diazezoù
ar yezh)
- la plate-forme internet Lernu! propose
des cours de tous niveaux, un dictionnaire interactif, un outil
de messagerie entre les différents élèves
et bien d'autres possibilités
- bout ‘zo ur meziant etreoberiant evit deskiñ esperanteg (e 16
yezh, ar galleg en o zouez) gant poelladennoù komz hag
an tu da bleustriñ war an divizoù pellgargus evit mann eo ar meziant-se war ar genrouedad
- kentelioù digoust dre lizher
(10 kentel), ar gentel kentañ a zo pellgargus gant ar vent PDF (148 Ko)
- bout ‘zo ivez, eveljust kalz a levrioù evit deskiñ, en o zouez un hentenn ASSIMIL
Penaos ober gant an esperanteg ?
- kenskrivañ
(dre ar post pe ar genrouedad) gant tud
eus ar bed a-bezh
- flapat gant esperantegourien
eus meur a vro war un dro, war "chat" (babilejo) en esperanteg
- beajiñ marc’hat mat en ur c’houlenn bod gant
esperantegourien dre skoazell al levr chomlec’hioù « Pasporta Servo »
- kemer perzh en emgavioù etrevroadel gant tud
a bep bro en ur sellout ouzh deiziadur divyezhek an abadennoù
da zont
- lenn
levrioù en esperanteg (pellgarget
e vezont evit mann zoken, war ar genrouedad)
- s'informer sur un portail d'information tout en
espéranto, avec des actualités en temps réel,
des articles, des sondages d'opinion et de nombreuses autres
ressources
- écouter de la musique en espéranto (avec des morceaux
téléchargeables en MP3)
- koumanantiñ da kelaouennoù en esperanteg
- hag all (gweladenniñ hor pennadoù-skrid liammoù evit deskiñ muioc’h a zoareoù
evit implijout an esperanteg war ar genrouedad hag er bed…)
|